den zo ! Tizhomp 100 !

Ha goude bezañ desket ar brezhoneg a-vihanik pe er skol peotramant dre gentelioù an noz, dre stummerezh hir, stajoù ha kement tra zo : chomomp e darempred ne vern hon oad ! 🥳

Ar re yaouank, ar re etre hag a re gozh da flapiñ asambles 🌻

Reolennoù ar gumuniezh

⚠️ Pa erruer ne vez ket gwelet kemenadennoù kozh 🙈

1️⃣ Ebarzhus ha doujus eo ar gumuniezh-mañ da identelezhioù an holl. Forbannet e c’hall bezañ ar re a skriv lavaroù a denn d’an ouennelouriezh, d’ar revelouriezh, d’an heñvelgasaouriezh, d’an treuzgasaouriezh ha d’ar c’henelbroadelouriezh ;

2️⃣ Degemeret eo holl vlazoù ar brezhoneg, forzh peseurt pouez-mouezh, skritur pe live yezh a vije ganto ;

3️⃣ Aliet eo bezañ seven evit mirout un aergelc’h plijus. Ma fell deoc’h difaziañ unan bennak e c’hallit en ober en un doare madelezhus ;

4️⃣ Difennet eo embann danvez maez-lezenn pe hudur ;

5️⃣ Ar strob / spam liespostiñ zo arabat hag e ranker doujañ ouzh sujed ur strollad.

6️⃣ Ma sav ur gudenn gant unan eus an izili war ar gumuniezh WhatsApp pe dre gemennadenn brevez e c’hallit mont e darempred gant ar verourien (izili gant ar perzh « Merour »)

7️⃣ Ma fell deoc’h pediñ tud nevez da zont er gumuniezh-mañ e c’hellit digudenn.

8️⃣ M’ho peus c’hoant sevel ur strollad nevez, kinnigit hoc’h ide er strollad ‘Hollek’ 🙂

G.S : Ma vefe un doubloñs gant ur strollad lec’hel ho kornad-bro, gall a reomp enframmañ anezhañ ha diverkañ an doubloñs 🙂

Trugare vras deoc’h,

Skipailh hagoude.bzh

40+ kaozeadenn lec'hel

 

 

20 kaozeadenn tematek

Your content goes here. Edit or remove this text inline or in the module Content settings. You can also style every aspect of this content in the module Design settings and even apply custom CSS to this text in the module Advanced settings.